Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 19:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 N’en em veñji ket ha ne zalc’hi ket kaz ouzh mibien da bobl. Karout a ri da nesañ eveldout da-unan. Me eo an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 19:18
30 Referencias Cruzadas  

Lemek a lavaras d'e wragez: Ada ha Zilha, selaouit va mouezh gwragez Lemek, roit skouarn da'm c'homz: Ya, lazhet em eus un den evit va gloazadenn hag un den yaouank evit va bronduenn.


Absalom ne gomze na fall na mat ouzh Amnon, met Absalom a gasae Amnon dre m'en doa gwallet Tamar e c'hoar.


Hag Absalom a roas un urzh d'e servijerien o lavarout: Lakait evezh pa vo seder kalon Amnon gant ar gwin, ha pa lavarin deoc'h, skoit war Amnon, lazhit-eñ. N'ho pet ket aon, ha n'eo ket me en gourc'hemenn deoc'h? Bezit kreñv ha kalonek.


Ne c'hourdrouz ket da viken, ne zalc'h ket e gounnar bepred,


Ne lavari ket a falstesteni a-enep da nesañ.


Na lavar ket: Rentañ a rin an droug, met gortoz an AOTROU hag ez tieubo.


An diavaeziad a zo o chom en ho touez a vo evel un henvroad, hag e karot anezhañ rak diavaezidi oc’h bet e bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.


Setu, un den a dostaas outañ hag a lavaras: Mestr mat, peseurt mad a dlean d’ober evit kaout ar vuhez peurbadus?


enor da dad ha da vamm; ha, karout a ri da nesañ eveldout da-unan.


Reiñ a ran deoc’h ur gourc’hemenn nevez: Ma en em garot an eil egile evel ma em eus ho karet, ma en em garot ivez an eil egile.


Met Paol a grias gant ur vouezh kreñv: Na ra droug ebet dit, rak emaomp holl amañ.


Na rentit da zen droug evit droug. En em stagit ouzh ar pezh a zo onest dirak an holl dud.


N’en em veñjit ket hoc’h-unan, re garet-mat, met lezit ar gounnar d’ober, rak skrivet eo: Din-me eo ar veñjañs, me eo a rento, eme an Aotrou.


Servijer Doue eo evit da vad. Met mar rez an droug, az pez aon, rak ne zoug ket ar c’hleze evit netra, met servijer Doue eo evit veñjiñ en ur gastizañ an hini a ra an droug.


Rak: Ne ri ket avoultriezh, ne vi ket muntrer, ne laeri ket, ne zougi ket a fals-testeni, ne zroukc’hoantai ket, ha pep gourc’hemenn all, kement-se holl a zo dalc’het er ger-mañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.


Rak al lezenn a-bezh a zo peurc’hraet en ur ger hepken, en hemañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.


idolerezh, sorserezh, kasoni, enebiezh, gwarizi, fulor, tabutoù, disranniezh, falskredennoù,


Ra vo pep c’hwervoni, pep kasoni, pep fulor, pep garmadenn, pep droukkomz kaset kuit eus ho touez, kenkoulz ha pep follentez.


Ar c'hleze a zistrujo er-maez, hag ar spouron e-barzh, o skeiñ an den yaouank hag ar werc'hez, ar poupig had an den gant blev gwenn.


Din-me eo ar veñjañs ha me a rento, pa vrañsello o zroad! Rak deiz o foanioù a zo tost, hag hastañ a ra an traoù a dle c'hoarvezout.


Met bremañ, c’hwi ivez, dilezit an holl draoù-se, ar gounnar, ar gasoni, ar fallentez, an droukkomz, ar c’homzoù dizonest a c’hellfe dont er-maez eus ho kenoù.


Rak anavezout a reomp an hini en deus lavaret: Din-me eo ar veñjañs, me a rento tra evit tra, eme an Aotrou; ha c’hoazh: An Aotrou a varno e bobl.


Mar peurc’hrit al lezenn roueel hervez ar Skritur: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan, e rit mat,


O tilezel eta pep fallentez, pep touellerezh, pep troidellerezh, pep gwarizi ha pep droukkomz,


Hag ar c’hourc’hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos