Ar c'houarnourien a zo bet a-raok din a waske ar bobl, hag a gemere diganto bara ha gwin, en tu all da zaou-ugent sikl arc'hant, hag o servijerien zoken a rene war ar bobl. Met ne'm eus ket graet evel-se, en abeg da zoujañs Doue.
Met traoù bennak am eus a-enep dit: bez’ ec’h eus aze tud hag a zalc’h kelennadurezh Balaam, a zeske da Valag lakaat ur maen-kouezh dirak mibien Israel evit ma tebrjent traoù aberzhet d’an idoloù ha ma kouezhjent er c’hadaliezh.