Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Timote 5:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Da bediñ a ran start dirak Doue, an Aotrou Jezuz-Krist hag an aeled dibabet, da virout an traoù-mañ hep van a zen ha d’ober netra en un doare untuek.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

21 Da gonjuri a ran dirag Doue, dirag an Aotrou Jesus‐Christ, hag an elez choazet, da viret an traou‐man heb beza douget evit den, ha da ziwall ne rafez netra dre breferans.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 5:21
25 Referencias Cruzadas  

Ra vo aketus ouzh kement-se an hini a zo fur, ha ra vo evezhius ouzh madelezhioù an AOTROU.


Ro din skiant, hag e virin da lezenn, hag e heuilhin anezhi a-greiz va c'halon.


N'eo ket mat lakaat evezh ouzh an den drouk, evit ober gaou d'an hini reizh er varnedigezh.


Kemeret e vo mein all hag e vint lakaet e-lec’h ar re gentañ; kemeret e vo pri-raz all evit induañ an ti.


Ne ri ket a zireizhder en da varnedigezh, ne zougi ket bri d’an den paour ha n’enori ket an den bras, met e varni da nesañ gant reizhder.


Ha me ivez em eus ho lakaet da vezañ disprizus ha displet d'an holl bobl, dre ma ne virit ket va hentoù, ha ma sellit ouzh diavaez an dud pa jubennit al lezenn.


Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.


Neuze e lavaro d’ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec’hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


Ar re-mañ a c’houlennas digantañ: Mestr, gouzout a reomp e komzez hag e kelennez gant eeunder ha ne rez van a zen ebet, met e kelennez hent Doue hervez ar wirionez.


Rak piv bennak en devo mezh ac’hanon hag eus va c’homzoù, Mab an den en devo mezh anezhañ pa zeuio en e c’hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel.


Dre-se n’anavezomp ken den hervez ar c’hig bremañ. Ha zoken mar hon eus anavezet Krist hervez ar c’hig, bremañ n’anavezomp ken anezhañ en doare-se.


Distroit hag it kuit, deuit war-zu menez an Amoreaned hag el lec'hioù tro-dro, d'ar blaenenn, d'ar menez, d'an draonienn, d'ar c'hreisteiz, da aod ar mor, da vro ar Gananeiz, d'al Liban betek ar stêr vras, ar stêr Efratez.


hag en deus lavaret eus e dad hag eus e vab: Ne'm eus ket o gwelet; n'en deus ket anavezet e vreudeur, ha n'en deus ket anavezet e vibien. Miret o deus da c'herioù, ha dalc'het da emglev.


Hoc’h aspediñ a ran dre an Aotrou, ra vo lennet al lizher-mañ d’an holl vreudeur santel.


Aliañ a ran dit dirak Doue a ro buhez d’an holl draoù ha dirak Jezuz-Krist a reas un anzavadenn gaer dirak Poñs-Pilat,


Degas dezho soñj eus an traoù-mañ, o testeniañ dirak Doue ma pellaer diouzh tabutoù ar gerioù, na servijont da netra nemet da goll ar re o selaou.


Da bediñ start a ran eta dirak Doue ha dirak hon Aotrou Jezuz-Krist, a dle barn ar re vev hag ar re varv pa en em gavo e ziskouezidigezh hag e ren,


Ar furnez eus an nec’h a zo da gentañ glan, goude peoc’hiek, habask, poellek, leun a drugarez hag a frouezh mat, hep ober van eus diaveazioù hag hep pilpouzerezh.


Rak ma n’en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec’het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc’het a-benn ar varn,


penaos e talc’h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n’o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec’h o-unan,


ec’h evo ivez gwin fulor Doue, gwin digemmesk kempennet e hanaf e gounnar, hag ec’h estrenvano en tan hag er soufr dirak an aeled santel ha dirak an Oan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos