Hag e c'hoarvezas en amzer-se penaos Abimelek, gant Pikol penn e arme, a gomzas da Abraham, o lavarout: Doue a zo ganit e kement a rez.
2 Samuel 5:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha David a zeue da vezañ brasoc'h-brasañ; an AOTROU, Doue an armeoù, a oa gantañ. |
Hag e c'hoarvezas en amzer-se penaos Abimelek, gant Pikol penn e arme, a gomzas da Abraham, o lavarout: Doue a zo ganit e kement a rez.
Hag e voe ur brezel hir etre ti Saül ha ti David. David a yae war greñvaat, ha ti Saül a yae war zinerzhañ.
bet on ganit e kement lec'h ma ec'h eus kerzhet, distrujet em eus da holl enebourien dirazout, graet em eus dit un anv bras, evel anv ar re vras a zo war an douar,
hag e lakaas gwarnizonoù en Edom. Dre-holl en Edom e lakaas gwarnizonoù, hag an holl Edomiz a voe sujet da Zavid. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.
David a lakaas ur gwarnizon e Siria eus Damask, hag ar Siriz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.
Met an den reizh a gendalc'ho gant e hent, hag an hini glan e zaouarn a greñvaio muioc'h-muiañ.
Paouezit hag anavezit eo me a zo Doue, me a vo meulet e-touez ar pobloù, me a vo meulet dre an douar holl.
Ar pobloù a fiñv, ar rouantelezhioù a vrañsell, lakaat a ra e vouezh da vezañ klevet, hag an douar a deuz.
met gwenodenn ar re reizh a zo evel ar sklêrijenn lugernus, a gresk he sked betek an deiz peurvat.
Met bremañ, kalon dit Zorobabel! eme an AOTROU. Kalon dit Jozue mab Jozadak, aberzhour-meur! Kalon deoc'h-c'hwi holl bobl ar vro! eme an AOTROU. Ha labourit, rak me a zo ganeoc'h, eme AOTROU an armeoù,
Petra a lavarimp eta diwar-benn an traoù-se? Mar d-eo Doue evidomp, piv a vo a-enep deomp?
Saül en doa aon dirak David, dre ma oa an AOTROU gantañ, ha ma oa aet kuit digant Saül.
Ha David a yae er-maez hag a rae berzh dre an holl lec'hioù ma kase Saül anezhañ. Saül en lakaas da benn war an dud a vrezel, hag e plije d'an holl dud, zoken da servijerien Saül.