Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 18:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 David a rae berzh e kement a embrege, rak an AOTROU a oa gantañ.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 18:14
18 Referencias Cruzadas  

Penn an toull-bac'h ne adwele netra eus ar pezh en doa Jozef etre e zaouarn, abalamour ma oa an AOTROU gantañ ha ma lakae da ober berzh kement a rae.


Ha David a zeue da vezañ brasoc'h-brasañ; an AOTROU, Doue an armeoù, a oa gantañ.


An AOTROU a voe gantañ, e kement lec'h ma'z ae e rae berzh. En em sevel a reas a-enep roue Asiria, ha ne voe ken sujet dezhañ.


hag e lakaas gwarnizonoù en Edom, hag an holl Edomiz a voe sujet da Zavid. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.


David a lakaas ur gwarnizon e Siria eus Damask, hag ar Siriz a voe sujet gant David, o paeañ un truaj. An AOTROU a ziwalle David e pep lec'h ma'z ae.


An AOTROU a voe gant Jozafad, dre ma kerzhas war hentoù kentañ David e dad, ha na glaskas ket ar Baaloù.


Teurel a rin evezh ouzh hent an eeunder. Pegoulz e teui da'm c'havout? Kerzhout a rin en eeunder va c'halon e-barzh va zi.


Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.


hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.


rak me a zo ganit ha den ne lakaio e zorn warnout d’ober droug dit, rak ur bobl vras am eus er gêr-mañ.


An AOTROU a voe gant Jozue, hag ar vrud anezhañ en em skuilhas dre ar vro holl.


An AOTROU a oa gant Juda, hag e kasjont kuit tud ar menez. Met ne c'helljont ket kas kuit tud an draonienn, rak kirri houarn o doa.


Ha pa c'hoarvezo an arouezioù-se ganit, gra kement a gavo da zorn, rak Doue a zo ganit.


Unan eus e servijerien a respontas o lavarout: Setu, gwelet em eus ur mab da Jese eus Betlehem, hag a oar c'hoari; un den kalonek ha nerzhus, ur brezelour eo, a gomz mat, un den kaer, hag an AOTROU a zo gantañ.


Saül, o welout e rae berzh, en doa aon razañ.


Hag e voe brezel adarre, ha David a yeas er-maez hag en em gannas a-enep ar Filistined, hag e reas un distruj bras. Tec'hout a rejont a-raok dezhañ.


Samuel a greske hag an AOTROU a oa gantañ, ha ne lezas ket da gouezhañ d'an douar hini ebet eus e gomzoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos