Diagent zoken, pa oa Saül roue warnomp, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn Israel.
Saül a lavaras: Evel-henn e komzot ouzh David: Ar roue ne c'houlenn ket a argouroù nemet kant pod-mezenn Filistined, evit ma vo veñjet ar roue eus e enebourien. Saül en doa c'hoant da lakaat David da gouezhañ etre daouarn ar Filistined.
Saül a lavaras d'e servijerien en em zalc'he dirazañ: Selaouit, Benjaminiz: Mab Jese, hag e roio deoc'h-holl parkeier ha gwini? Hag ho lakaio holl, da bennoù a vilieroù ha da bennoù a gantoù?
hag o lakaio ivez da bennoù a vilieroù ha da bennoù a hanterkantad, hag o lakaio da arat e barkeier, da zastum e eostoù, da ober e vinvioù-brezel ha tenn e girri.