Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 18:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Ha David a yae er-maez hag a rae berzh dre an holl lec'hioù ma kase Saül anezhañ. Saül en lakaas da benn war an dud a vrezel, hag e plije d'an holl dud, zoken da servijerien Saül.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 18:5
20 Referencias Cruzadas  

Penn an toull-bac'h ne adwele netra eus ar pezh en doa Jozef etre e zaouarn, abalamour ma oa an AOTROU gantañ ha ma lakae da ober berzh kement a rae.


Ha David a zeue da vezañ brasoc'h-brasañ; an AOTROU, Doue an armeoù, a oa gantañ.


Diagent zoken, pa oa Saül roue warnomp, te eo an hini a gase er-maez hag a zegase en-dro Israel. Hag an AOTROU en deus lavaret dit: Te a vesaio va fobl Israel, te a vo penn Israel.


An AOTROU a voe gant Jozafad, dre ma kerzhas war hentoù kentañ David e dad, ha na glaskas ket ar Baaloù.


Bez' e vo evel ur wezenn plantet war vord doureier-red, a ro e frouezh en e vare ha na c'hoeñv ket he delioù; kement a ra a zeuio da vat.


Teurel a rin evezh ouzh hent an eeunder. Pegoulz e teui da'm c'havout? Kerzhout a rin en eeunder va c'halon e-barzh va zi.


Setu, e kasan ac’hanoc’h evel deñved e-touez ar bleizi, bezit eta evezhiek evel naered ha eeun evel koulmed.


Dieubiñ a reas anezhañ eus e holl c’hlac’haroù hag e roas dezhañ furnez ha gras dirak Faraon roue Ejipt. Hemañ a lakaas anezhañ da c’houarnour war Ejipt ha war e holl di.


Dre-se na vezit ket hep poell, met komprenit petra eo bolontez an Aotrou.


En em renit gant furnez e-keñver ar re a-ziavaez, o tasprenañ an amzer.


An AOTROU a oa gant Juda, hag e kasjont kuit tud ar menez. Met ne c'helljont ket kas kuit tud an draonienn, rak kirri houarn o doa.


Saül a zibabas tri mil den a-douez Israel. Bez' e oa daou vil gantañ e Mikmash ha war venez Betel, ha mil gant Jonatan e Gibea-Benjamin. Hag e kasas nemorant ar bobl, pep hini d'e deltenn.


E-pad holl amzer Saül, e voe brezelioù garv a-enep ar Filistined. Pa wele Saül ur brezelour kalonek, en kemere en e gichen.


Met holl Israel ha Juda a gare David, dre ma'z ae ha ma teue en o fenn.


Pennoù ar Filistined a yae er-maez da vrezeliñ, ha bep gwech ma'z aent, David en deveze muioc'h a c'hounid eget holl servijerien Saül, hag e anv a voe brudet bras.


Jonatan a ziwiskas ar vantell a oa warnañ, hag e roas anezhi da Zavid, gant e harnez, betek e gleze, e wareg hag e c'houriz.


Hag evel ma teuent, pa zistroe David eus an trec'h war ar Filistin, e teuas er-maez maouezed eus holl gêrioù Israel o kanañ hag o tañsal a-raok ar roue Saül, hag oc'h en em laouenaat gant taboulinoù ha gant binvioù.


Samuel a greske hag an AOTROU a oa gantañ, ha ne lezas ket da gouezhañ d'an douar hini ebet eus e gomzoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos