Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -


2 Samuel 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3

1 Hag e voe ur brezel hir etre ti Saül ha ti David. David a yae war greñvaat, ha ti Saül a yae war zinerzhañ.

2 Mibien a voe ganet da Zavid en Hebron: e gentañ-ganet a voe Amnon, eus Akinoam eus Jizreel;

3 an eil a voe Kileab, eus Abigail gwreg Nabal eus Karmel; an trede a voe Absalom mab Maaka, merc'h Talmai roue Geshur;

4 ar pevare a voe Adonija mab Hagid; ar pempvet a voe Shefatia mab Abital;

5 ar c'hwec'hvet a voe Jitream, eus Egla gwreg David. Ar re-se a voe ganet da Zavid en Hebron.

6 E-keit ha ma voe brezel etre ti Saül ha ti David, Abner a harpas ti Saül.

7 Saül en doa bet ur serc'h anvet Rizpa merc'h Aya. Ishboshed a lavaras da Abner: Perak ez out aet da gavout serc'h va zad?

8 Abner a voe gwall fuloret en abeg da gomzoù Ishboshed, hag e lavaras dezhañ: Daoust hag-eñ ez on ur penn ki a-enep Juda, me a ziskouez hiziv madelezh e-keñver ti Saül da dad, hag e-keñver e vreudeur hag e vignoned, me na'z laka ket etre daouarn David? Hag e rebechez din hiziv ur mank gant ar vaouez-se?

9 Ra raio Doue da Abner hervez an diwezhañ rustoni ma ne ran ket evit David kement en deus touet an AOTROU dezhañ,

10 o kas ar rouantelezh eus ti Saül d'e hini, hag o lakaat tron David war Israel ha war Juda, adalek Dan betek Beer-Sheba.

11 Ha ne gredas ket Ishboshed respont ur ger da Abner, dre m'en doa aon dirazañ.

12 Abner a gasas eta kannaded da gavout David, evit lavarout dezhañ eus e berzh: Da biv eo ar vro? Hag evit lavarout ivez: Gra emglev ganin, ha setu, va dorn a vo ganit, evit dastum davedout holl Israel.

13 Hag e respontas: Mat eo! Ober a rin emglev ganit; un dra hepken a c'houlennan ouzhit: ne weli ket va dremm ken na'z po da gentañ degaset din Mikal merc'h Saül, pa zeui da'm gwelout.

14 Neuze e kasas David kannaded da Ishboshed mab Saül evit lavarout dezhañ: Ro din va gwreg Mikal am eus dimezet dezhi evit kant pod-mezenn Filistined.

15 Ishboshed a gasas d'he c'hemer digant he fried Paltiel mab Laish.

16 He fried a yeas ganti, o ouelañ war he lerc'h betek Bakurim. Neuze Abner a lavaras dezhañ: Kae en-dro kuit! Hag ez eas en-dro.

17 Abner a gomzas ouzh henaourien Israel o lavarout: Gwechall e felle deoc'h kaout David evit roue warnoc'h.

18 Bremañ eta grit-se, rak an AOTROU en deus komzet ouzh David o lavarout: Dre zorn David va servijer e tieubin va fobl Israel eus dorn ar Filistined hag eus dorn o holl enebourien.

19 Hag Abner a gomzas ivez ouzh re Venjamin. Goude ez eas Abner da lavarout da Zavid da Hebron kement a oa kavet mat gant Israel ha gant holl di Benjamin.

20 Abner a zeuas etrezek David en Hebron, hag ugent den gantañ. David a reas ur fest da Abner ha d'ar re a oa gantañ.

21 Abner a lavaras da Zavid: Sevel a rin hag ez in da zastum holl Israel e-kichen ar roue va aotrou, evit ma raint emglev ganit, hag e reni evel ma fell da'z ene. Ha David a lezas Abner da vont kuit, hag ez eas e peoc'h.

22 Ha setu ma tistroe tud David gant Joab eus ober un ergerzhadeg, o tegas ganto ur preizh bras. Abner ne oa ken gant David en Hebron, dre m'en doa e lezet da vont kuit, hag e oa aet e peoc'h.

23 Joab hag an holl arme a oa gantañ a zistroas, hag e voe roet keloù da Joab o lavarout: Abner mab Ner a zo deuet da gavout ar roue, en deus e lezet da vont kuit, hag aet eo e peoc'h.

24 Joab a zeuas da gavout ar roue hag a lavaras: Petra ac'h eus graet? Deuet eo Abner da'z kavout, perak ec'h eus e lezet da vont kuit hag eo aet evel-se?

25 Anavezout a rez Abner mab Ner: deuet eo evit da douellañ, evit anavezout da zoareoù hag evit gouzout kement a rez.

26 O vezañ aet kuit eus ti David, e kasas Joab tud war-lerc'h Abner, evit e zegas en-dro eus puñs Sira. Met David ne ouie ket kement-se.

27 Abner a zistroas eta da Hebron, ha Joab en tennas a-du, en diabarzh eus an nor, evel evit komz outañ e kuzh, hag eno e skoas warnañ en e gof, hag e varvas en abeg da wad Asael breur Joab.

28 David a anavezas-se raktal, hag e lavaras: Didamall on, me ha va rouantelezh, da viken dirak an AOTROU, eus gwad Abner mab Ner.

29 Ra gouezho ar gwad-se war benn Joab ha war holl di e dad! Ra vo e ti Joab da viken un den bennak o kaout ur berad pe al lorgnez, pe oc'h en em harpañ war ur vazh, pe o kouezhañ dre ar c'hleze, pe o vezañ e diouer a vara!

30 Evel-se Joab hag Abishai e vreur a lazhas Abner, dre m'en doa skoet d'ar marv war Asael o breur e Gabaon, en emgann.

31 Ha David a lavaras da Joab ha d'an holl bobl a oa gantañ: Rogit ho tilhad hag en em c'hourizit gant seier, ha dougit kañv da Abner. Hag ar roue David a gerzhas war-lerc'h an arched.

32 Ha p'o doe sebeliet Abner en Hebron, ar roue a savas e vouezh hag a ouelas e-kichen bez Abner, hag e ouelas an holl bobl.

33 Hag e reas ar roue ur werz war Abner o lavarout: Abner, ha marvet eo evel ma varv un digalon?

34 Da zaouarn ne oant ket ereet, na da dreid chadennet gant hern, met kouezhet out evel ma kouezher dirak ar re zrouk! Hag an holl bobl en em adlakaas da ouelañ warnañ.

35 Hag an holl bobl a zeuas evit ober da Zavid kemer un tamm boued, e-pad ma oa c'hoazh deiz; met David a douas o lavarout: Ra raio Doue din hervez an diwezhañ rustoni mar debran bara pe un dra bennak all a-raok ma vo kuzhet an heol.

36 An holl bobl a glevas anezhañ hag a gavas mat, ha kement a rae ar roue a blije d'an holl bobl.

37 Evel-se, en deiz-se, an holl bobl hag holl Israel a ouezas n'eo ket dre urzh ar roue e oa bet lakaet d'ar marv Abner mab Ner.

38 Ar roue a lavaras d'e servijerien: Ha n'ouzoc'h ket ez eo ur penn-bras a zo kouezhet hiziv en Israel?

39 Ha me a zo dinerzh hiziv, petra bennak ma'z on bet olevet da roue. Hag an dud-se, mibien Zeruja, a zo re c'halloudek evidon. Ra roio an AOTROU d'an hini en deus graet an droug hervez e zrougiezh!

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos