11 Hiram roue Tir a gasas kannaded da gavout David, ha koad sedrez, kilvizien ha benerien, hag e savjont ti David.
David a ouezas e oa an AOTROU en doa e startaet evel roue war Israel, hag en doa savet e rouantelezh abalamour d'e bobl Israel.
Pa voe ar roue staliet en e di, hag en doe an AOTROU roet peoc'h dezhañ eus e holl enebourien tro-dro,
ar roue a lavaras da Natan ar profed: Sell, emaon o chom en un ti sedrez, hag arc'h Doue a zo dindan pallinier.
Salomon en doa ivez dek mil den ha tri-ugent a zouge ar bec'hioù, ha pevar-ugent mil den a droc'he war ar menez,
Micherourien Salomon, micherourien Hiram hag ar C'hibliz a gizellas hag a gempennas ar c'hoad hag ar vein evit sevel an ti.
Hiram roue Tir a gasas kannaded da gavout David, ha koad sedrez, benerien ha kilvizien evit sevel un ti dezhañ.
Hag e rojont arc'hant d'ar venerien ha d'ar gilvizien, ha boued, evajoù hag eoul d'ar Sidoniz ha d'an Diriz, evit degas koad sedrez eus al Liban da vor Jafo, hervez an aotre roet gant Kiruz roue Persia.
Salm David; kanaouenn evit dedi e di.
Mab an den, peogwir he deus lavaret Tir a-enep Jeruzalem: A! A! torret eo dor ar pobloù, treiñ a reer etrezek ennon, me en em leunio, gwastet eo,
hag e troe an harz da gavout Rama, betek kêr greñv Tir, hag e troe an harz da gavout Hosa, hag e tape ar mor d'ar vrec'h o vont trema Akzib,