Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Agge 2:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Met bremañ, kalon dit Zorobabel! eme an AOTROU. Kalon dit Jozue mab Jozadak, aberzhour-meur! Kalon deoc'h-c'hwi holl bobl ar vro! eme an AOTROU. Ha labourit, rak me a zo ganeoc'h, eme AOTROU an armeoù,

Ver Capítulo Copiar




Agge 2:4
20 Referencias Cruzadas  

Ha David a zeue da vezañ brasoc'h-brasañ; an AOTROU, Doue an armeoù, a oa gantañ.


Neuze e ri berzh, mard out evezhiek d'ober diouzh ar reolennoù hag ar barnedigezhioù en deus urzhiet an AOTROU da Voizez evit Israel. En em galoneka ha bez kreñv, na spont ket ha na'z pez ket aon.


David a lavaras eta da Salomon: En em galoneka ha bez kreñv, ha dit da labourat; na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU Doue, va Doue, a vo ganit, ne zilaosko ket ac'hanout, ne zilezo ket ac'hanout, ken na vo echuet ganit an holl labour evit servij ti an AOTROU .


E-touez mibien an aberzhourien, e voe kavet hiniennoù hag o doa kemeret gwragez estren: a-douez mibien Jezua mab Jozadak hag a-douez e vreudeur, Maaseja, Eliezer, Jarib, Gedalia,


Neuze Zorobabel mab Salatiel ha Jezua mab Jozadak a savas, hag en em adlakajont da sevel ti Doue a zo e Jeruzalem; ha ganto e oa profeded Doue, ouzh o skoazell.


Hag e lavaras: Me a vo ganit, ha setu amañ evit sin dit eo me a gas ac'hanout: Pa ez po degaset va fobl kuit eus an Ejipt, e servijot Doue war ar menez-mañ.


Agge, kannad an AOTROU, a gomzas d'ar bobl hervez urzh an AOTROU, o lavarout: Me a zo ganeoc'h, eme an AOTROU.


Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.


Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Ra gennerzho ho taouarn, c'hwi hag a glev hiziv ar c'homzoù-mañ, eus genoù ar brofeded a zo bet en amzer m'eo bet diazezet ti AOTROU an armeoù hag adsavet e dempl.


Int a yeas kuit hag a brezegas dre holl, an Aotrou a laboure ganto hag a roe kred d’ar ger dre ar mirakloù a heulie. Amen.


An uheldadoù, dre warizi, a werzhas Jozef evit an Ejipt, met Doue a voe gantañ.


Beilhit, chomit start er feiz, en em renit evel tud, en em greñvait.


A-hend-all, va breudeur, en em greñvait en Aotrou ha dre e nerzh holl c’halloudek.


Hag e roas urzhioù da Jozue mab Nun o lavarout: En em galoneka ha bez kreñv! Rak te a zereno mibien Israel d'ar vro am eus touet dezho, ha me a vo ganit.


Te eta va mab, en em greñva er c’hras a zo e Jezuz-Krist.


Met an Aotrou a zo en em zalc’het tost din hag en deus va c’hreñvaet, ken ma em eus prezeget gant nerzh hag an holl baganed o deus klevet. Ha dieubet on bet eus genoù al leon.


En em galoneka ha bez kreñv! Rak te eo a lakaio ar bobl-mañ da berc'hennañ ar vro am eus touet d'o zadoù reiñ dezho.


Ha ne'm eus ket gourc'hemennet dit: En em galoneka ha bez kreñv? Na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU da Zoue a vo ganit dre holl ma'z i.


Pa save an AOTROU barnerien dezho, e veze an AOTROU gant ar barner, hag o dieube eus dorn o enebourien e-pad holl vuhez ar barner, rak keuz en deveze an AOTROU abalamour d'ar c'hlemmoù a laoskent dirak ar re o gwaske hag o mac'he.


Unan eus e servijerien a respontas o lavarout: Setu, gwelet em eus ur mab da Jese eus Betlehem, hag a oar c'hoari; un den kalonek ha nerzhus, ur brezelour eo, a gomz mat, un den kaer, hag an AOTROU a zo gantañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos