Agge 2:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
3 Piv a chom en ho touez eus ar re o deus gwelet an ti-mañ en e c'hloar kentañ? Ha penaos e welit anezhañ bremañ? Evel ma'z emañ, ha n'eo ket evel netra dirak ho taoulagad?
Ha David a lavare: Va mab Salomon a zo yaouank ha tener, hag an ti a zo da sevel d'an AOTROU a zle bezañ savet uhel-meurbet, evit kaout brud ha gloar en holl vroioù. Fellout a ra din eta kempenn evitañ an holl draoù. Hag e kempennas David traoù e-leizh a-raok e varv.
Hag e raent ur c'han-ha-diskan, o veuliñ hag o trugarekaat an AOTROU evel-henn: Rak mat eo, rak e drugarez a bad da viken evit Israel! Hag an holl bobl a laoske kriadennoù bras a levenez, o veuliñ an AOTROU dre ma veze diazezet ti an AOTROU.
Ha kalz eus an aberzhourien, eus al Levited hag eus ar pennoù tadoù a oa oadet, hag o doa gwelet an ti kentañ, pa voe diazezet an ti-mañ dirak o daoulagad, a ouele kreñv. Ha kalz a re all a save o mouezh gant kriadennoù a levenez.
Lorc'hus e oant eus o c'hinklerezh kaer, met graet o deus gantañ skeudennoù eus o euzhusterioù hag eus o zraoù kasonius. Setu perak em eus graet anezhañ un heug dezho.