Ne vo ket deoc'h da stourm a-enep dezho, kit hag en em zalc'hit eno, ha gwelit ar silvidigezh ez a an AOTROU da reiñ deoc'h. Juda ha Jeruzalem, n'ho pet ket aon ha na spontit ket! Warc'hoazh, kit en arbenn dezho, hag an AOTROU a vo ganeoc'h.
O gortozet ec'h eus pell, e-pad bloavezhioù niverus, hag ec'h eus o douget da cheñch dre da Spered ha dre da brofeded, met n'o deus ket o selaouet, hag ec'h eus o lakaet etre daouarn pobloù ar broadoù.
Moizez a zeuas hag a lavaras d'ar bobl holl gomzoù an AOTROU hag e holl lezennoù. An holl bobl a respontas a vouezh unvan hag a lavaras: Ni a raio kement tra en deus lavaret an AOTROU .
Moizez a gemeras eta ar gwad hag a sparfas anezhañ war ar bobl, en ur lavarout: Setu gwad an emglev en deus graet an AOTROU evidoc'h hervez e holl gomzoù.
Eñ a respontas: Setu e ran un emglev. Ober a rin dirak da holl bobl burzhudoù n'int ket bet graet war an douar holl ha nag e-touez pobl ebet. An holl bobl a welo oberenn an AOTROU , rak ar pezh ez an d'ober ganit a vo un dra spontus.
Na'z pez ket aon, rak me a zo ganit, na sellez ket nec'het, rak me eo da Zoue; da nerzhañ a rin, da sikour a rin, da zerc'hel a rin gant dorn dehou va reizhder.
Respont a reas din o lavarout: Houmañ eo komz an AOTROU disklêriet da Zorobabel o lavarout: N'eo ket dre c'halloud na dre nerzh met dre va Spered, eme AOTROU an armeoù.
Hag evel ma oac'h ur vallozh e-touez ar broadoù, ti Juda hag Israel, evel-se e savetein ac'hanoc'h hag e viot ur vennozh. N'ho pet ket aon, ha ra gennerzho ho taouarn!
An AOTROU a lavaras da Jozue: Na spont ket ha na'z pez ket aon, kemer ganit an holl dud a vrezel, sav ha pign da Ai. Sell, lakaet em eus etre da zaouarn roue Ai, e bobl, e gêr hag e vro.
Pa welis anezhañ, e kouezhis d’e dreid evel marv. Lakaat a reas e zorn dehou warnon o lavarout din: Na’z pez ket aon! Me eo ar c’hentañ hag an diwezhañ,
Samuel a lavaras d'ar bobl: N'ho pet ket aon, graet hoc'h eus an holl droug-se, koulskoude na zistroit ket diouzh an AOTROU , met servijit an AOTROU a holl galon.