Goude kement-se e c'hoarvezas m'en doa Absalom mab David ur c'hoar a oa kaer hag a oa anvet Tamar. Amnon mab David a garas anezhi.
2 Samuel 3:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned an eil a voe Kileab, eus Abigail gwreg Nabal eus Karmel; an trede a voe Absalom mab Maaka, merc'h Talmai roue Geshur; |
Goude kement-se e c'hoarvezas m'en doa Absalom mab David ur c'hoar a oa kaer hag a oa anvet Tamar. Amnon mab David a garas anezhi.
Hag ar roue a lavaras: Ra en em denno d'e di, ha ra chomo hep gwelout va dremm. Hag Absalom en em dennas d'e di hep gwelout dremm ar roue.
Absalom a respontas da Joab: Setu, kaset em eus da lavarout dit: Deus amañ, ha me az kaso da gavout ar roue evit ma lavari dezhañ: Perak ez on distroet eus Geshur? Gwelloc'h e vefe din bezañ c'hoazh eno. Bremañ eta, ra welin dremm ar roue; ha ma'z eus drougiezh ennon, em lakaio d'ar marv.
A-benn daou-ugent vloaz, e lavaras Absalom d'ar roue: Da bediñ a ran ma'z in da Hebron, evit seveniñ ar gouestl am eus graet d'an AOTROU.
Rak pa oa da servijer o chom e Geshur e Siria, e reas ur gouestl o lavarout: Mar laka an AOTROU ac'hanon da zistreiñ da Jeruzalem, me a servijo an AOTROU.
Neuze ar roue a voe glac'haret; pignat a reas d'ar gambr uhel a-us d'an nor, hag e ouele, hag en ur gerzhout e lavare: Va mab Absalom! Va mab! Va mab Absalom! Perak n'on ket marvet va-unan ez lec'h! Va mab Absalom! Va mab!
David a bignas eta di gant e ziv wreg, Akinoam eus Jizreel hag Abigail gwreg Nabal eus Karmel.
E dad n'en doa graet rebech ebet dezhañ e-pad e vuhez, o lavarout: Perak e rez evel-se? Ouzhpenn-se e oa kaer da welout, hag e vamm he doa e c'hanet goude Absalom.
Hag e lavaras: Gouzout a rez e oa ar rouantelezh din, hag e c'hortoze holl Israel ma renfen. Met distroet eo ar rouantelezh ha degouezhet da'm breur, rak an AOTROU en deus he roet dezhañ.
Setu amañ mibien David a zo bet ganet dezhañ en Hebron: ar c'hentañ-ganet Amnon eus Akinoam eus Jizreel, an eil Daniel eus Abigail eus Karmel,
Jair mab Manase a gemeras holl rannvro Argob betek harz ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed hag a roas e anv da vourc'hioù Basan, galvet Bourc'hioù Jair betek hiziv.
Hogen mibien Israel ne gasas ket kuit ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, met ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed a zo chomet e-kreiz Israel betek hiziv.
An den-mañ a oa anvet Nabal, hag e wreg a oa anvet Abigail. Ur vaouez a skiant vat e oa, he dremm a oa kaer da welout. Met an den a oa kalet ha drouk en e oberoù. Eus lignez Kaleb e oa.
Abigail a savas buan hag a bignas war un azen, ha pemp eus he mitizhien a yeas war he lerc'h. Hag ec'h heulias kannaded David, hag e voe e wreg.
David hag e dud a bigne d'ober argadoù a-enep tud Geshur, tud Gezer hag an Amalekiz, rak ar broadoù-se a oa o chom a bep amzer er vro a oa ouzh tu Shur ha betek bro an Ejipt.