Yunañ a rit evit gourdrouz ha tabutal, hag evit skeiñ taolioù-dorn gant droug. Ne yunit ket evel ma fellfe en deiz-se, evit ma vefe klevet ho mouezh d'an nec'h.
Hag, o kas anezho da Vetlehem, e lavaras: It ha goulennit gant preder pelec’h emañ ar bugel bihan. Pa ho po e gavet, roit din da anavezout evit ma’z in me ivez d’e azeuliñ.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
Neuze Samuel a gemeras ar c'horn eoul hag a olevas anezhañ e-touez e vreudeur. Hag adalek an deiz-se e krogas Spered an AOTROU en David. Ha Samuel a savas hag a yeas da Rama.