2 Samuel 15:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
8 Rak pa oa da servijer o chom e Geshur e Siria, e reas ur gouestl o lavarout: Mar laka an AOTROU ac'hanon da zistreiñ da Jeruzalem, me a servijo an AOTROU.
Absalom a respontas da Joab: Setu, kaset em eus da lavarout dit: Deus amañ, ha me az kaso da gavout ar roue evit ma lavari dezhañ: Perak ez on distroet eus Geshur? Gwelloc'h e vefe din bezañ c'hoazh eno. Bremañ eta, ra welin dremm ar roue; ha ma'z eus drougiezh ennon, em lakaio d'ar marv.
Dre ma hoc'h eus lavaret: Graet hon eus emglev gant ar marv, graet hon eus marc'had gant lec'h ar marv, pa dremeno ar walenn o liñvañ ne dapo ket ac'hanomp, rak kemeret hon eus da repu an touell, kuzhet omp dindan ar gaou.
Rak en em douellet hoc'h eus hoc'h-unan pa hoc'h eus va c'haset etrezek an AOTROU ho Toue o lavarout: Ped evidomp an AOTROU hon Doue, ha disklêr deomp kement a lavaro an AOTROU hon Doue, hag e raimp kement-se.
Ma ne blij ket deoc'h servijañ an AOTROU , dibabit hiziv piv a fell deoc'h servijañ, pe an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr, pe doueoù an Amoreaned, emaoc'h o chom en o bro. Me ha va ziegezh a servijo an AOTROU .
Hag e reas ur gouestl o lavarout: AOTROU an armeoù, mar sellez ouzh glac'har da servijerez, ma'z pez soñj ac'hanon, ma n'ankounac'haez ket da servijerez, ma roez da'z servijerez ur bugel paotr, e roin anezhañ d'an AOTROU holl zeizioù e vuhez, hag an aotenn ne dremeno ket war e benn.
Samuel a lavaras: Penaos ez in? Saül a glevo, hag am lazho. An AOTROU a lavaras: Kemer a ri ganit un annoar, hag e lavari: Deuet on da aberzhiñ d'an AOTROU .