Absalom a respontas da Joab: Setu, kaset em eus da lavarout dit: Deus amañ, ha me az kaso da gavout ar roue evit ma lavari dezhañ: Perak ez on distroet eus Geshur? Gwelloc'h e vefe din bezañ c'hoazh eno. Bremañ eta, ra welin dremm ar roue; ha ma'z eus drougiezh ennon, em lakaio d'ar marv.
Rak pa oa da servijer o chom e Geshur e Siria, e reas ur gouestl o lavarout: Mar laka an AOTROU ac'hanon da zistreiñ da Jeruzalem, me a servijo an AOTROU.
Joab a lavaras: Ne c'hortozin ket keit-se dirazout! Hag e kemeras tri dared en e zorn, hag o sankas e kalon Absalom a oa c'hoazh bev e-kreiz an dervenn.
Absalom en doa graet sevel, pa oa bev, ur peul, a zo e traonienn ar roue, rak lavarout a rae: Ne'm eus mab ebet evit kenderc'hel an eñvor eus va anv, hag ec'h anvas ar peul-se dre e anv, ha betek hiziv e vez anvet maen-eñvor Absalom.
Neuze ar roue a voe glac'haret; pignat a reas d'ar gambr uhel a-us d'an nor, hag e ouele, hag en ur gerzhout e lavare: Va mab Absalom! Va mab! Va mab Absalom! Perak n'on ket marvet va-unan ez lec'h! Va mab Absalom! Va mab!
E dad n'en doa graet rebech ebet dezhañ e-pad e vuhez, o lavarout: Perak e rez evel-se? Ouzhpenn-se e oa kaer da welout, hag e vamm he doa e c'hanet goude Absalom.
Met ar roue Salomon a respontas, o lavarout d'e vamm: Ha perak e c'houlennez Abishag ar Sunamitez evit Adonija? Goulenn eta ar rouantelezh evitañ, rak va breur henañ eo, evitañ, hag evit an aberzhour Abiatar, hag evit Joab mab Zeruja!
Hogen mibien Israel ne gasas ket kuit ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, met ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed a zo chomet e-kreiz Israel betek hiziv.