Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 2:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

15 Hag e lavaras: Gouzout a rez e oa ar rouantelezh din, hag e c'hortoze holl Israel ma renfen. Met distroet eo ar rouantelezh ha degouezhet da'm breur, rak an AOTROU en deus he roet dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 2:15
19 Referencias Cruzadas  

David a frealzas e wreg Bat-Sheba, hag e teuas d'he c'havout, hag e kouskas ganti. Genel a reas ur mab a voe anvet Salomon. An AOTROU a garas anezhañ,


Neuze e teuas ur c'hannad da gavout David, hag e lavaras dezhañ: Kalon tud Israel a dro war-zu Absalom.


Absalom a rae evel-se da holl re Israel a zeue etrezek ar roue evit bezañ barnet. Hag Absalom a c'houneze kalon tud Israel.


Hag Hushai a respontas da Absalom: Nann, met e vin d'an hini a zo bet dibabet gant an AOTROU, gant ar bobl-mañ, ha gant holl dud Israel; hag e chomin gantañ.


an eil a voe Kileab, eus Abigail gwreg Nabal eus Karmel; an trede a voe Absalom mab Maaka, merc'h Talmai roue Geshur;


ar pevare a voe Adonija mab Hagid; ar pempvet a voe Shefatia mab Abital;


Pa vo peurechu da zeizioù ha ma vi kousket gant da dadoù, e savin da lignez war da lerc'h, an hini a zeuio eus da gorf, ha me a startaio e ren.


Rak diskennet eo hiziv, lazhet en deus ejened, leueoù lart ha deñved e-leizh, ha pedet en deus holl vibien ar roue, pennoù an arme, hag an aberzhour Abiatar. Ha setu, emaint e tebriñ hag oc'h evañ dirazañ, hag e lavaront: Ra vevo ar roue Adonija!


Neuze an aberzhour Zadok a ziskennas gant ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, hag e rejont da Salomon pignat war vulez ar roue David, hag e kasjont anezhañ da C'hihon.


An aberzhour Zadok a gemeras eus an deltenn korn an eoul, hag ec'h olevas Salomon. Hag e sonjont gant ar shofar, hag an holl bobl a lavaras: Ra vevo ar roue Salomon!


Adonija mab Hagid en em uhelaas o lavarout: Me a reno! Hag e pourvezas kirri, marc'hegerien hag hanter-kant den a rede a-raok dezhañ.


Hag e lavaras ivez: Ur gomz am eus evidout. Hi a respontas: Komz!


Bremañ eta em eus ur goulenn d'ober ouzhit, na zistro ket da zremm diouzhin. Hi a respontas: Komz!


Met ar roue Salomon a respontas, o lavarout d'e vamm: Ha perak e c'houlennez Abishag ar Sunamitez evit Adonija? Goulenn eta ar rouantelezh evitañ, rak va breur henañ eo, evitañ, hag evit an aberzhour Abiatar, hag evit Joab mab Zeruja!


N'eus na furnez na meiz na kuzul evit herzel ouzh an AOTROU.


Eñ eo a ziskuilh an traoù don ha kuzhet, hag a anavez ar pezh a zo en deñvalijenn. Emañ ar sklêrijenn o chom gantañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos