Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 25:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 An den-mañ a oa anvet Nabal, hag e wreg a oa anvet Abigail. Ur vaouez a skiant vat e oa, he dremm a oa kaer da welout. Met an den a oa kalet ha drouk en e oberoù. Eus lignez Kaleb e oa.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 25:3
15 Referencias Cruzadas  

Evel ma oa o vont en Ejipt, e lavaras da Sarai e wreg: Setu, gouzout a ran ez out ur wreg koant


Rak an hini drouk a vrabañs gant c'hoant e ene, hag al laer a zroukped a-enep an AOTROU hag a zismegañs anezhañ.


Pep maouez fur a sav he zi, met an hini ziskiant e ziskar gant he daouarn.


Un ti ha pinvidigezhioù a zo un hêrezh a-berzh an tadoù, hag ur wreg poellek a zo un hêrezh a-berzh an AOTROU.


en abeg d'ur servijer a zeu da ren, en abeg d'un diskiant leuniet a voued,


Piv a gavo ur wreg vertuzius? He friz a zo pell dreist hini ar perlez.


Digeriñ a ra he genoù gant furnez, hag ul lezenn a vadelezh a zo war he zeod.


Roet e voe da Galeb mab Jefune ul lodenn e-touez mibien Juda, hervez gourc'hemenn an AOTROU da Jozue, Kirjad-Arba, a zo Hebron; Arba a oa tad Anak.


Bremañ gra da vennozh, hag anavez ar pezh ac'h eus d'ober, rak divizet eo an distruj a-enep hor mestr hag a-enep e holl di. Met ken drouk eo, ken na greder den komz outañ.


Ra ne daolo ket evezh va aotrou ouzh an den drouk-se, ouzh Nabal, rak evel e anv eo, anvet eo Nabal ha sotoni 'zo ennañ. Met me da servijerez, ne'm eus ket gwelet an dud en deus kaset va aotrou.


David a glevas, er gouelec'h, e touze Nabal e zeñved.


Argadet hon eus e kreisteiz ar Geretiz, war zouaroù Juda hag e kreisteiz Kaleb, ha devet hon eus Ziklag dre an tan.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos