4 David a glevas, er gouelec'h, e touze Nabal e zeñved.
Ar c'heloù a voe roet da Damar, o lavarout: Setu, da dad-kaer a bign da Dimna da douzañ e zeñved.
Daou vloaz goude, e c'hoarvezas m'en doa Absalom an douzerien e Baal-Hazor, e-kichen Efraim. Hag Absalom a bedas holl vibien ar roue.
An den-mañ a oa anvet Nabal, hag e wreg a oa anvet Abigail. Ur vaouez a skiant vat e oa, he dremm a oa kaer da welout. Met an den a oa kalet ha drouk en e oberoù. Eus lignez Kaleb e oa.
David a gasas dek eus e dud en ur lavarout dezho: Pignit da Garmel, kit da gavout Nabal, saludit-eñ eus va ferzh,