Eñ a lavaras: Ra vo ar peoc'h ganeoc'h! N'ho pet ket aon, ho Toue eo. Doue ho tad eo an hini en deus roet un teñzor deoc'h en ho seier, resevet em eus hoc'h arc'hant. Hag e tegasas dezho Simeon.
Neuze ar Spered a wiskas Amasai penn an tregont, a lavaras: Ni a zo dit, David, ha ganit, mab Jese! Peoc'h, Peoc'h dit! Ha peoc'h d'ar re a skoazell ac'hanout, rak Doue en deus da skoazellet! David a zegemeras anezho, hag o lakaas e-touez ofiserien e strolladoù.
David en em zisammas diouzh e vec'h, a lezas etre daouarn an hini a ziwalle ar pakadoù, hag e redas etrezek renkoù an arme. Dont a reas hag e c'houlennas digant e vreudeur hag e oant yac'h.