Eñ a lavaras: Ra vo ar peoc'h ganeoc'h! N'ho pet ket aon, ho Toue eo. Doue ho tad eo an hini en deus roet un teñzor deoc'h en ho seier, resevet em eus hoc'h arc'hant. Hag e tegasas dezho Simeon.
Neuze Akimaaz a grias hag a lavaras d'ar roue: Mont a ra mat pep tra! Hag e stouas dirak ar roue, e zremm d'an douar, hag e lavaras: Benniget ra vo an AOTROU da Zoue, en deus paket an dud o doa savet o dorn a-enep ar roue va aotrou.
Neuze ar Spered a wiskas Amasai penn an tregont, a lavaras: Ni a zo dit, David, ha ganit, mab Jese! Peoc'h, Peoc'h dit! Ha peoc'h d'ar re a skoazell ac'hanout, rak Doue en deus da skoazellet! David a zegemeras anezho, hag o lakaas e-touez ofiserien e strolladoù.
Lezel a ran ganeoc’h ar peoc’h, reiñ a ran deoc’h va feoc’h. Ne roan ket deoc’h evel ma ro ar bed. Na lezit ket ho kalon da vezañ trubuilhet pe spontet.