1 Samuel 25:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
2 E Maon e oa un den o kaout madoù e Karmel. Hag an den-mañ a oa pinvidik-meurbet, tri mil dañvad ha mil gavr a oa dezhañ. Hag e oa e Karmel evit touzañ e zeñved.
Hag e perc'henne seizh mil dañvad, tri mil kañval, pemp kant koublad ejened, pemp kant azenez, hag un niver bras a servijerien. An den-se a oa ar brasañ eus mibien ar sav-heol.
An AOTROU a vennigas amzer diwezhañ Job muioc'h eget e amzer gentañ. Hag e perc'hennas pevarzek mil dañvad, c'hwec'h mil kañval, mil koublad ejened ha mil azenez.
Dre da zorn, AOTROU, dieub diouzh an dud, diouzh tud ar bed-mañ; o lodenn a zo er vuhez-mañ, leuniañ a rez o c'hof gant da vadoù, o mibien a zo leuniet hag e lezont an nemorant d'o bugale-vihan.
Samuel a savas mintin mat evit mont da gavout Saül. Hag e voe danevellet da Samuel o lavarout: Deuet eo Saül da Garmel, ha setu, savet en deus eno ur maen-eñvor, ha goude eo distroet, hag o tremen e-biou eo diskennet da Gilgal.