1 Samuel 25:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
1 Samuel a varvas, hag holl Israel en em zastumas hag a ouelas dezhañ, hag e voe sebeliet en e di e Rama. Ha David a savas hag a ziskennas betek gouelec'h Paran.
Annezerien ar vro, ar Gananeiz, o welout ar c'hañv-se e leur Atad, a lavaras: Setu aze ur c'hañv bras e-touez an Ejipsianed! Setu perak eo bet galvet al lec'h Abel-Mizraim. Bez' emañ en tu all d'ar Jordan.
O vezañ erruet e teujont da gavout Moizez, Aaron hag holl vodadenn mibien Israel e gouelec'h Paran, e Kadesh, da rentañ kont dezho kenkoulz ha d'an holl vodadenn, o tiskouez dezho frouezh ar vro.
Goude-se e savjont mintin mat, e stoujont dirak an AOTROU , hag e tistrojont da zont d'o zi da Rama. Hag Elkana a anavezas Anna e wreg, hag an AOTROU en doe soñj anezhi.
Samuel a oa marv, hag holl Israel en doa gouelet dezhañ, hag e oa bet sebeliet e Rama, e di. Saül en doa lamet ar c'houlennataerien speredoù hag ar sorserien eus ar vro.