Bremañ eta, tou din amañ dre anv Doue penaos ne douelli na me, na va bugale, na va bugale-vihan, ha penaos e ri em c'heñver hag e-keñver ar vro ec'h eus chomet enni an hevelep trugarez evel ma em eus graet ez keñver.
ra vo roet deomp seizh den eus e vibien, hag o c'hrougimp dirak an AOTROU war grec'hienn Saül, an hini dibabet gant an AOTROU. Ar roue a lavaras: Me o roio.
Saül a lavaras da Zavid: Benniget ra vi, va mab David! A-dra-sur e teui a-benn eus pep tra a embregi. Neuze David a gendalc'has gant e hent, ha Saül a zistroas d'e lec'h.