Bremañ eta, tou din amañ dre anv Doue penaos ne douelli na me, na va bugale, na va bugale-vihan, ha penaos e ri em c'heñver hag e-keñver ar vro ec'h eus chomet enni an hevelep trugarez evel ma em eus graet ez keñver.
hag e lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak dorn Saül va zad ne gavo ket ac'hanout, met ren a ri war Israel, hag e vin an eil war da lerc'h. Saül va zad a oar kement-se ivez.
Pardon mar plij fazi da servijerez, rak an AOTROU ne vanko ket da reiñ da'm aotrou un ti dalc'hus, dre ma ren va aotrou brezelioù an AOTROU , ha ma n'eus bet kavet drougiezh ebet ennout da vuhez-pad.