Goude ma oant aet kuit, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef dre un huñvre, en ur lavarout: Sav, kemer ar bugel bihan hag e vamm, tec’h en Ejipt, ha chom eno betek e lavarin dit, rak Herodez a glasko ar bugel bihan evit e lakaat d’ar marv.
Neuze Herodez, o welout o doa ar majed graet goap anezhañ, a voe en ur gounnar vras hag a gasas da lazhañ e Betlehem hag en e vro a-bezh an holl vugale a zaou vloaz ha yaouankoc’h, hervez an amzer en doa goulennet gant preder digant ar majed.
Met bremañ da ren ne vo ket padus. An AOTROU en deus klasket dezhañ un den hervez e galon, hag an AOTROU en deus e c'halvet da vezañ rener war e bobl, dre ma ne'c'h eus ket miret ar pezh en doa an AOTROU gourc'hemennet dit.
hag e lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak dorn Saül va zad ne gavo ket ac'hanout, met ren a ri war Israel, hag e vin an eil war da lerc'h. Saül va zad a oar kement-se ivez.
Saül a lavaras da Zavid: Benniget ra vi, va mab David! A-dra-sur e teui a-benn eus pep tra a embregi. Neuze David a gendalc'has gant e hent, ha Saül a zistroas d'e lec'h.