a lavaras d'e vamm: Ar mil kant pezh arc'hant a oa bet tapet dit, hag az poa distaget mallozhioù war o divout zoken ouzh va divskouarn, setu an arc'hant-se a zo etre va daouarn, me eo en doa e dapet. Neuze e vamm a lavaras: Ra vo benniget va mab gant an AOTROU.
hag e lavaras dezhañ: Na'z pez ket aon, rak dorn Saül va zad ne gavo ket ac'hanout, met ren a ri war Israel, hag e vin an eil war da lerc'h. Saül va zad a oar kement-se ivez.
Ra rento an AOTROU da bep hini hervez e reizhder hag e fealded. Rak da lakaet en doa an AOTROU hiziv etre va daouarn, ha n'eo ket bet fellet din lakaat va dorn war olevad an AOTROU .
Saül a lavaras da Zavid: Benniget ra vi, va mab David! A-dra-sur e teui a-benn eus pep tra a embregi. Neuze David a gendalc'has gant e hent, ha Saül a zistroas d'e lec'h.