1 Samuel 24:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
18 ha diskouezet ec'h eus din hiziv penaos e rez gant madelezh em c'heñver, rak an AOTROU en doa va lakaet etre da zaouarn, ha ne'c'h eus ket va lazhet.
Lavaret e voe da Saül e oa deuet David da Geila, ha Saül a lavaras: Doue en deus e lakaet etre va daouarn, rak en em serret en deus en ur vont en ur gêr he deus dorojoù ha prennoù.
Setu, da zaoulagad o deus gwelet hiziv en deus da lakaet an AOTROU hiziv etre va daouarn er c'hev, ha lavaret eo bet din da lazhañ. Met da espernet em eus en ur lavarout: Ne lakain ket va dorn war va aotrou, rak olevad an AOTROU eo.
Ra rento an AOTROU da bep hini hervez e reizhder hag e fealded. Rak da lakaet en doa an AOTROU hiziv etre va daouarn, ha n'eo ket bet fellet din lakaat va dorn war olevad an AOTROU .
Neuze Abishai a lavaras da Zavid: Doue en deus hiziv lakaet da enebour etre da zaouarn. Bremañ eta, mar plij, va lez da skeiñ warnañ gant e c'hoaf, betek an douar en un taol hepken, ha ne zistroin ket.