Evel ma oa o vont en Ejipt, e lavaras da Sarai e wreg: Setu, gouzout a ran ez out ur wreg koant
2 Samuel 11:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiñ. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout. |
Evel ma oa o vont en Ejipt, e lavaras da Sarai e wreg: Setu, gouzout a ran ez out ur wreg koant
Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.
Sichem mab Hamor an Hevian, priñs ar vro, he gwelas hag he c'hemeras. Hag e kouskas ganti hag he dizenoras.
Hag e lezas etre daouarn Jozef kement en doa, ha ne gemere anaoudegezh eus netra gantañ nemet eus ar boued a zebre. Jozef a oa kaer a vent ha kaer a zremm.
mibien Doue, o welout penaos e oa koant merc'hed an dud, a gemeras gwragez a-douez ar re holl a blije dezho.
Goude kement-se e c'hoarvezas m'en doa Absalom mab David ur c'hoar a oa kaer hag a oa anvet Tamar. Amnon mab David a garas anezhi.
Ganet e voe da Absalom tri mab hag ur verc'h, a voe anvet Tamar, hag a oa ur plac'h kaer-meurbet.
Mibien Rimmon eus Beerod, Rekab ha Baana, a zeuas, hag e tommder an deiz ez ejont da di Ishboshed, evel ma rae ur c'housk-aez.
Mont a rejont eta en ti pa oa Ishboshed gourvezet war e wele, er gambr e-lec'h ma kouske. Hag e skojont gantañ, hag e lakajont anezhañ d'ar marv. Goude e troc'hjont e benn hag en kemerjont, hag e kerzhjont an nozvezh-pad dre hent ar blaenenn.
Gaou eo ar goantiz, moged eo ar c'haerder, ar wreg a zouj an AOTROU eo an hini a vo meulet.
Na c'hoanta ket he c'haerder ez kalon, ha na lez ket anezhi da'z tapout gant he malvennoù.
Tiez Jeruzalem ha tiez rouaned Juda a vo saotret evel lec'h Tofed, evel an holl diez ma o deus kinniget ezañs war o zoennoù da holl arme an neñvoù, hag o deus graet sparfadurioù da zoueoù all.
Ar pezh a lavaran deoc’h en deñvalijenn, lavarit eñ er sklêrijenn, hag ar pezh a lavaran deoc’h e pleg ho skouarn, prezegit eñ war an toennoù.
Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a sell ouzh ur vaouez gant c’hoantegezh anezhi, en deus dija graet avoultriezh ganti en e galon.
An deiz war-lerc’h, evel ma oant en hent ha ma tostaent ouzh kêr, Pêr a bignas war leurdoenn an ti, war-dro ar c’hwec’hvet eur, da bediñ.
Pa savi un ti nevez, e ri un aspled en-dro d'e doenn, evit na lakai ket gwad war da di ma kouezhfe unan bennak ac'hane.
Ne c'hoantai ket gwreg da nesañ, ne avii ket ti da nesañ, nag e bark, nag e servijer, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na tra ebet a vefe da'z nesañ.
rak kement a zo er bed, c’hoantegezh ar c’hig, c’hoantegezh an daoulagad ha lorc’h ar vuhez ne zeu ket eus an Tad met eus ar bed.