Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


Adlezenn 22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 22

1 Pa weli e vo kollet ejen da vreur pe e zañvad, n'en em zistroi ket dioutañ, ne vanki ket d'e zegas da'z preur.

2 Ma n'eo ket da vreur o chom ez kichen ha ma n'anavezez ket anezhañ, e repui al loen e-barzh da di, hag e chomo ganit betek ma teuio da vreur d'e gerc'hat, hag en roi en-dro dezhañ.

3 En hevelep doare e ri evit e azen, e ri evit e zilhad, hag evit pep tra all en devo kollet da vreur hag az po kavet, ne c'helli ket en em zistreiñ dioutañ.

4 Pa weli e vo kouezhet war an hent azen da vreur pe e ejen, n'en em zistroi ket dioutañ, e sevel a ri gantañ.

5 Ur wreg ne zougo ket ur gwiskamant gwaz, hag ur gwaz ne wisko ket ur gwiskamant gwreg, rak piv bennak a raio an traoù-se a vo un euzhusted d'an AOTROU da Zoue.

6 Pa gavi war an hent, war ur wezenn pe war an douar, un neizh labous gant reoù vihan pe vioù, hag ar vamm o c'holeiñ ar re vihan pe ar vioù, ne gemeri ket ar vamm gant he re vihan,

7 lezel a ri da vont ar vamm hag e kemeri ar re vihan evidout, evit ma vi eürus ha ma vo hiraet da zeizioù.

8 Pa savi un ti nevez, e ri un aspled en-dro d'e doenn, evit na lakai ket gwad war da di ma kouezhfe unan bennak ac'hane.

9 Ne hadi ket da winienn gant hadennoù disheñvel, gant aon na vefe saotret frouezh da hadoù az po hadet ha frouezh da winienn.

10 N'ari ket gant un ejen hag un azen a-gevret.

11 Ne wiski ket un dilhad eus gwiad mesket, gloan ha lin asambles.

12 Ober a ri pempilhoù ouzh pevar c'horn ar vantell m'en em c'holoi ganti.

13 P'en devo un den kemeret ur wreg, ha goude bezañ deuet d'he c'havout, e kasa anezhi,

14 hag e ro tro da gomz fals diwar he fenn, da zismegañsiñ hec'h anv, en ur lavarout: Kemeret em eus ar wreg-mañ, ha pa'z on tostaet outi, ne'm eus ket he c'havet gwerc'hez,

15 tad ha mamm ar plac'h yaouank a gemero hag a zegaso testeni gwerc'hded ar plac'h yaouank dirak henaourien kêr, ouzh an nor.

16 Tad ar plac'h yaouank a lavaro d'an henaourien: Roet em eus va merc'h d'an den-se evit gwreg, ha kasaet en deus anezhi,

17 hag e ro tro da gomz fals diwar he fenn en ur lavarout: Ne'm eus ket kavet da verc'h gwerc'hez. Setu amañ testeni gwerc'hded va merc'h. Hag ec'h astennint an dilhad dirak henaourien kêr.

18 Henaourien kêr a gemero ar gwaz-se da gastizañ anezhañ.

19 Paeañ a raio un dell a gant sikl arc'hant da dad ar plac'h yaouank, dre m'en devo dismegañset ur werc'hez eus Israel. Hag e vo e wreg, ha ne c'hello ket he c'has kuit e-keit ha ma vevo.

20 Met mard eo gwir an dra, ma ne vefe ket bet kavet gwerc'hez ar plac'h yaouank,

21 e tegasint ar plac'h yaouank ouzh dor ti he zad, hag e veinataio anezhi tud kêr, hag e varvo, rak graet he deus un euzhusted en Israel, o c'hastaouiñ e ti he zad. Evel-se e vo lamet an droug diouzh Israel.

22 Pa vo kavet un den o kousket gant ur wreg dimezet d'ur gwaz, e varvint o-daou, an den en devo kousket gant ar wreg hag ar wreg. Evel-se e vo lamet an droug diouzh Israel.

23 Pa vo ur plac'h yaouank gwerc'h prometet e dimeziñ da ur gwaz, m'en devo un den he c'havet e kêr ha kousket ganti,

24 e tegasot o-daou ouzh dor kêr, hag e veinataiot anezho, hag e varvint, ar plac'h yaouank dre ma n'he deus ket kriet e kêr hag an den dre m'en deus dismegañset gwreg e nesañ. Evel-se e vo lamet an droug diouzh da greiz.

25 Met mar kav an den er parkeier ar plac'h yaouank prometet, ha penaos e wall anezhi hag e kousk ganti, an den en devo kousket ganti a varvo e-unan.

26 Ne ri netra d'ar plac'h yaouank, n'he devo ket graet ar plac'h yaouank a bec'hed din a varv, rak an afer-mañ a vo evel pa en em sav un den a-enep e nesañ hag e lam e vuhez digantañ;

27 kavet en devo anezhi er parkeier, ha kriet he defe ar plac'h yaouank prometet, hep na vefe den evit saveteiñ anezhi.

28 Mar kav un den ur plac'h yaouank gwerc'h ha n'eo ket prometet e dimeziñ, ha penaos e tap anezhi hag e kousk ganti, ha ma pakfed anezho,

29 an den en devo kousket ganti a roio da dad ar plac'h yaouank hanter-kant sikl arc'hant, hag e vo e wreg, dre m'en devo he dismegañset, ha ne c'hello ket he c'has kuit e-keit ha ma vevo.

30 Den ne gemero gwreg e dad ha ne zizoloio goloenn e dad.

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos