Mirout a reot va reolennoù. Ne goubli ket loened eus daou spesad disheñvel. Ne hadi ket da bark gant daou spesad disheñvel. Ne lakai ket warnout un dilhad gwiadet gant daou spesad neud disheñvel.
Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Den ne laka un tamm eus ur gwiskamant nevez war ur gwiskamant kozh, rak an tamm nevez a rogfe an hini kozh hag an tamm nevez n’en em rafe ket gant an hini kozh.