D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiñ. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout.
Absalom en doa graet sevel, pa oa bev, ur peul, a zo e traonienn ar roue, rak lavarout a rae: Ne'm eus mab ebet evit kenderc'hel an eñvor eus va anv, hag ec'h anvas ar peul-se dre e anv, ha betek hiziv e vez anvet maen-eñvor Absalom.
Evel-henn e komz an AOTROU: Enskrivit an den-se evel dirannet eus mibien, evel un den ne raio ket berzh en e zeizioù, rak eus e lignez, den ne c'hello azezañ war dron David, na ren c'hoazh war Juda.