Abraham a glevas Efron; Abraham a bouezas da Efron an arc'hant en doa lavaret dirak mibien Hed, pevar c'hant sikl arc'hant o kaout red e ti ar marc'hadour.
Hag Absalom en em gavas dirak servijerien David. Absalom a yae war ur mul, hag ar mul o vezañ aet dindan skourroù gweet un dervenn vras, e benn a voe kroget e skourroù an dervenn; chom a reas etre an neñv hag an douar, hag ar mul a oa dindanañ a yeas kuit.
Hag e-lec'h c'hwez-vat e vo flaer, e-lec'h gourizoù e vo kerdin, e-lec'h blev rodellet o devo pennoù moal, e-lec'h saeoù ledan e vint gronnet e seier, saotroù a vo e-lec'h kaerder.