E dad n'en doa graet rebech ebet dezhañ e-pad e vuhez, o lavarout: Perak e rez evel-se? Ouzhpenn-se e oa kaer da welout, hag e vamm he doa e c'hanet goude Absalom.
Adalek sol an troad betek ar penn n'eus netra yac'h, n'eus nemet gloazioù, bloñsoù ha goulioù bev, ha n'int ket bet louzaouet, na paket, na dousaet gant eoul.
paotred disi, kaer, desket e pep furnez, o kaout gouiziegezh ha meiz er skiantoù, gouest d'en em zerc'hel e palez ar roue, evit bezañ desket e lennegezh ha yezh ar Galdeiz.
Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma’z oc’h heñvel ouzh bezioù gwennet, en em ziskouez kaer en diavaez, hag a zo leun a eskern tud varv hag a bep dic’hlanded en diabarzh.
An AOTROU a skoio warnout gant goulioù drouk war da zaoulin ha war da zivhar, ha ne c'helli ket bezañ pareet, kement-se adalek sol da droad betek da gitern.
Met an AOTROU a lavaras da Samuel: Na laka ket evezh ouzh e zremm nag ouzh uhelder e vent, rak taolet em eus kuit anezhañ. An AOTROU ne wel ket evel ma wel an den. An den a sell ouzh diavaez an dud, met an AOTROU a sell ouzh ar galon.