Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 4:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Mibien Rimmon eus Beerod, Rekab ha Baana, a zeuas, hag e tommder an deiz ez ejont da di Ishboshed, evel ma rae ur c'housk-aez.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 4:5
9 Referencias Cruzadas  

D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiñ. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout.


Met Abner mab Ner, penn arme Saül, a gemeras Ishboshed mab Saül, hag en lakaas da dremen da Vahanaim,


Mab Saül en doa daou benn strolladoù, unan a oa anvet Baana hag egile Rekab, mibien Rimmon eus Beerod, eus a-douez mibien Benjamin, rak Beerod a oa kontet evel o vezañ da Venjamin.


E servijer Zimri, penn an hanter eus e girri, en em savas en e enep pa oa e Tirza oc'h evañ hag o vezviañ e ti Arza, mestr e servijerien e Tirza.


Pa voent pellaet dioutañ, goude bezañ e lezet e poanioù bras, e servijerien a iriennas a-enep dezhañ, en abeg da wad mibien an aberzhour Jehojada, hag e lazhjont anezhañ war e wele, hag e varvas. Sebeliet e voe e kêr David, met ne voe ket sebeliet e bezioù ar rouaned.


Adalek ar mare ma tistroas Amazia a-ziouzh an AOTROU, e voe graet un irienn a-enep dezhañ e Jeruzalem, hag e tec'has da Lakish. Met kaset e voe war e lerc'h da Lakish, hag e voe lazhet eno.


E servijerien a iriennas a-enep dezhañ, hag a lakaas anezhañ d'ar marv en e di.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos