Adlezenn 5:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
21 Ne c'hoantai ket gwreg da nesañ, ne avii ket ti da nesañ, nag e bark, nag e servijer, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na tra ebet a vefe da'z nesañ.
D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiñ. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout.
Rak: Ne ri ket avoultriezh, ne vi ket muntrer, ne laeri ket, ne zougi ket a fals-testeni, ne zroukc’hoantai ket, ha pep gourc’hemenn all, kement-se holl a zo dalc’het er ger-mañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc’h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac’hanout ha ne guitain ket ac’hanout.