D'abardaez ec'h erruas ma savas David a-ziwar e wele, hag evel ma pourmene war doenn ti ar roue, e welas diwar an doenn ur vaouez oc'h en em walc'hiñ. Ar vaouez a oa kaer-meurbet da welout.
Neuze ar bobl a yeas er-maez hag a zegasas ar skourroù, hag e rejont logelloù, pep hini war e doenn hag er porzhioù, ha war leurennoù ti Doue, ha war leurenn dor an Doureier, ha war leurenn dor Efraim.
Tiez Jeruzalem ha tiez rouaned Juda a vo saotret evel lec'h Tofed, evel an holl diez ma o deus kinniget ezañs war o zoennoù da holl arme an neñvoù, hag o deus graet sparfadurioù da zoueoù all.
Pa ne ouient dre belec’h e gas e-barzh abalamour d’ar bobl, e pignjont war an ti, hag en diskennjont dre an teol gant e wele, e-kreiz an holl, dirak Jezuz.
Goude e savjont da c'houloù-deiz. Samuel a c'halvas Saül war an doenn hag a lavaras: Sav hag ez lezin da vont. Saül a savas eta, hag ez ejont o-daou er-maez, eñ ha Samuel.