Lavarout a reas: Da anv ne vo ken Jakob met Israel. Rak gourenet ec'h eus gant Doue ha gant tud, ha trec'het ec'h eus.
1 Samuel 26:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Saül a lavaras da Zavid: Benniget ra vi, va mab David! A-dra-sur e teui a-benn eus pep tra a embregi. Neuze David a gendalc'has gant e hent, ha Saül a zistroas d'e lec'h. |
Lavarout a reas: Da anv ne vo ken Jakob met Israel. Rak gourenet ec'h eus gant Doue ha gant tud, ha trec'het ec'h eus.
Arm ebet goveliet a-enep dit ne zeuio da vat, ha pep teod a savo er varn ez enep a gondaoni. Evel-se eo hêrezh servijerien an AOTROU, diganin o devo o reizhder, eme an AOTROU.
Piv a zispartio ac’hanomp diouzh karantez Krist? Ha bez’ e vo an anken, ar glac’har, an heskinerezh, an naon, an noazhder, ar riskl, ar c’hleze?
Pa gav un den e enebour, hag e lezel a ra da vont kuit yac'h ha mat? Ra raio an AOTROU mad dit evit ar pezh ac'h eus graet din hiziv!
Ha bremañ setu, me a oar a-dra-sur e reni, hag e vo start etre da zaouarn rouantelezh Israel.
David a douas da Saül. Neuze Saül a yeas d'e di, ha David hag e dud a bignas d'ar c'hreñvlec'h.