Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Romaned 8:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 Piv a zispartio ac’hanomp diouzh karantez Krist? Ha bez’ e vo an anken, ar glac’har, an heskinerezh, an naon, an noazhder, ar riskl, ar c’hleze?

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

35 Piou a zispartio ac’hanomp euz a garantez ar C’hrist? Pe an affliction, pe an enkrez, pe ar bersecution, pe an naoun, pe an noazder, pe an danger, pe ar c’hleze?

Ver Capítulo Copiar




Romaned 8:35
35 Referencias Cruzadas  

Met madelezh an AOTROU a zo a bep amzer ha da viken evit ar re a zouj anezhañ, hag e reizhder evit mibien o mibien,


A-boan em boa o zremenet, ma kavis an hini a gar va ene. E gemeret em eus, ha ne laoskin ket anezhañ ken na'm bo e zegaset da di va mamm ha da gambr an hini he deus va c'hoñsevet.


A-bell en deus an AOTROU en em ziskouezet din, o lavarout: Da garet em eus a garantez peurbadus, setu perak em eus hiraet va madelezh ez keñver.


Me a ro dezho ar vuhez peurbadus. Biken ne vint kollet ha den n’o lamo eus va dorn.


A-raok gouel ar Pask, Jezuz, oc’h anavezout e oa deuet e eur evit tremen eus ar bed-mañ d’an Tad, goude bezañ karet e re a oa er bed, o c’haras betek an diwezh.


Lavaret em eus deoc’h an traoù-mañ evit ma ho po ar peoc’h ennon. Trubuilhoù ho po er bed, met bezit kalonek, me am eus trec’het ar bed.


o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.


glac’har hag anken war bep ene den a ra an droug, war ar Yuzev da gentañ, ha goude war ar Gresian,


Ha mar d-omp bugale, ez omp ivez heritourien, heritourien da Zoue ha kenheritourien gant Krist, mar gouzañvomp koulskoude gantañ evit ma resevimp ivez gloar gantañ.


Met en holl draoù-se ez omp ouzhpenn trec’herien dre an hini en deus hor c’haret.


nag an uhelder, nag an donder, na krouadur all ebet, ne c’hello hon dispartiañ diouzh karantez Doue a zo e Jezuz-Krist hon Aotrou.


Betek vremañ hon eus naon ha sec’hed, omp en noazh, skeiñ a reer war hon dremm, emaomp o redek amañ hag ahont.


En em skuizhañ a reomp o labourat gant hon daouarn hon-unan. Dismegañset, e vennigomp; heskinet, e c’houzañvomp;


Dre-se, en em blijout a ran en dinerzhded, er dismegañsoù, en ezhommoù, en heskinoù, en ankenioù, evit anv Krist. Rak pa’z on dinerzh, neuze ez on kreñv.


Rak hor glac’har skañv eus an amzer a-vremañ a ro ur pouez a c’hloar peurbadus ha meurbet gwelloc’h,


Gwasket omp eus pep kostez met n’omp ket kaset da netra, ankeniet omp met n’omp ket hep esperañs,


heskinet omp met n’omp ket dilezet, diskaret omp met n’omp ket distrujet,


hag anavezout karantez Krist, a zo dreist pep gouiziegezh, evit ma viot leuniet gant holl leunder Doue.


Hon Aotrou Jezuz-Krist e-unan, ha Doue hon Tad en deus hor c’haret ha roet deomp dre e c’hras ur frealz peurbadus hag un esperañs vat,


Dre-se ivez eo e c’houzañvan an traoù-mañ, met ne’m eus ket mezh rak gouzout a ran e piv em eus kredet, hag on asur penaos eo galloudek evit mirout ar pezh a zo bet fiziet ennon betek an deiz-se.


hag a-berzh Jezuz-Krist, an test feal, ar c’hentañ-ganet a-douez ar re varv ha Priñs rouaned an douar. D’an hini en deus hor c’haret, en deus hor gwalc’het eus hor pec’hedoù dre e wad


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos