Hag e vennigas Jozef, o lavarout: Ra zeuio an Doue ma kerzhas va zadoù Abraham hag Izaak dirazañ, an Doue hag a zo bet va mesaer adalek ma oan betek hiziv,
En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.
Setu ez an da gas va c'hannad, hag e kempenno an hent a-raok din. Hag a-daol-trumm ez aio en e dempl an AOTROU a glaskit, hag Ael an emglev a c'hoantait. Setu e teu, eme AOTROU an armeoù.
neuze, ni ar re a vo bev hag a vo chomet, e vimp dilamet asambles ganto er goabrennoù, d’en em gavout gant an Aotrou en aer, hag evel-se e vimp atav gant an Aotrou.
Eñ eo an hini, e-pad deizioù e gig, o vezañ kinniget pedennoù ha goulennoù gant kriadennoù bras ha gant daeroù d’an hini a c’helle e saveteiñ eus ar marv, hag o vezañ bet selaouet en abeg d’e zoujañs Doue,