Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ozea 12:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Gouren a reas gant an ael, hag e oa an hini kreñvañ; gouelañ a reas hag e c'houlennas trugarez. E Betel en kavas, hag eno e komzas ouzhimp.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 12:5
7 Referencias Cruzadas  

Jakob a zihunas eus e gousk hag a lavaras: A-dra-sur, an AOTROU a zo el lec'h-mañ ha ne ouien netra a-se!


Jakob a c'halvas al lec'h-se Peniel, rak lavarout a reas: Gwelet em eus Doue dremm ouzh dremm ha va ene a zo bet saveteet.


Doue en em ziskouezas c'hoazh da Jakob pa oa deuet eus Paddan-Aram hag a vennigas anezhañ.


AOTROU, da anv a bad da viken. AOTROU, an eñvor ac'hanout a zo a oad da oad.


AOTROU, lakaet ec'h eus va ene da adpignat eus lec'h ar marv. Va degaset ec'h eus en-dro d'ar vuhez, a-douez ar re a ziskenn d'ar poull.


Doue a lavaras c'hoazh da Voizez: Evel-henn e komzi da vibien Israel: An AOTROU , Doue ho tadoù, Doue Abraham, Doue Izaak, Doue Jakob, en deus va c'haset d'ho kavout. Hennezh eo va anv da viken, hennezh eo va eñvor a lignez da lignez.


Me eo an AOTROU, hennezh eo va anv, ne roin ket va gloar da unan all, na va meuleudi d'ar skeudennoù kizellet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos