Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 12:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 An AOTROU en deus ivez ur prosez gant Juda. Kastizañ a raio Jakob evit e hentoù, hag e taskoro dezhañ hervez e oberoù

Ver Capítulo Copiar




Ozea 12:3
14 Referencias Cruzadas  

Goude, e teuas e vreur er-maez o terc’hel seul Ezaü, hag e voe galvet Jakob. Izaak a oa oadet a dri-ugent vloaz pa voent ganet.


Setu perak an AOTROU en deus bet ur gounnar vras a-enep Israel, hag en deus o zaolet kuit a-zirak e zremm. N'eo manet nemet meuriad Juda.


Setu perak an AOTROU en deus taolet kuit holl ouenn Israel, hag en deus o izelaet ha lakaet etre daouarn preizhataerien, betek o c'has pell a-zirak e zremm.


betek ma kasas an AOTROU Israel pell diouzh e zremm, evel m'en doa disklêriet dre e holl servijerien ar brofeded. Hag Israel a voe harluet eus e vro da Asiria, betek hiziv.


Setu perak e pledin c'hoazh ganeoc'h, eme an AOTROU, hag e pledin gant mibien ho mibien.


Bremañ emañ an diwezh warnout, hag e kasin va c'hounnar a-enep dit, hag e varnin ac'hanout hervez da hentoù, hag e lakain warnout da holl euzhusterioù.


Bremañ emaon o vont da skuilhañ va fulor warnout ha da deurel va c'hounnar a-enep dit, hag e varnin ac'hanout hervez da hentoù, hag e lakain warnout da holl euzhusterioù.


Selaouit komz an AOTROU, mibien Israel! Rak an AOTROU en deus ur rendael gant tud ar vro, rak n'eus na gwirionez, na truez, nag anaoudegezh Doue er vro.


Hag e vo eus an aberzhour evel eus ar bobl: e gastizañ a rin evit e hentoù, hag e taskorin dezhañ hervez e oberoù.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Juda, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus taolet kuit lezenn an AOTROU ha n'o deus ket miret e reolennoù, met en em gollet int gant o gevier, o doa kerzhet o zadoù war o lerc'h.


Selaouit, menezioù, prosez an AOTROU, ha c'hwi diazezoù start an douar! Rak an AOTROU en deus ur prosez gant e bobl, hag e fell dezhañ breutaat a-enep Israel.


rak ar vugale ne oant ket ganet c’hoazh ha n’o doa graet na mad na droug, met evit ma chomfe start an diviz a zibab eus Doue nann abalamour d’an oberoù met abalamour d’an hini a c’halv,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos