Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ozea 12:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Efraim a beur avel hag a red war-lerc'h avel ar sav-heol. Bemdez e lieskement ar gaou hag an taerder. Ober a ra emglev gant Asiria, hag e kas eoul d'an Ejipt.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 12:2
32 Referencias Cruzadas  

Met roue Asiria a zizoloas un irienn a-berzh Ozea. Rak kaset en doa kannaded etrezek So roue an Ejipt, ha ne gase ken da roue Asiria an truaj a bep bloaz. Roue Asiria a bakas anezhañ, hag en ereas en un toull-bac'h.


Daoust hag e respont ar fur gant ur skiant kañv evel an avel? Daoust hag e leugn e gof gant avel-reter?


Met e raent van gant o genoù, ha gant o zeod e lavarent gevier dezhañ.


Evel m'eo deuet en noazh eus kof e vamm, e tistroio en noazh, o vont kuit evel m'eo deuet. Ha ne gaso gantañ netra a c'hellfe kemer en e zaouarn.


Met p'en devo an AOTROU peurc'hraet e holl oberenn war Venez Sion hag e Jeruzalem, ec'h ensellin frouezh kalon ourgouilhus roue Asiria ha rogentez e zaoulagad otus.


Kas a rin anezhi a-enep ur vroad pilpous, hag e roin dezhi ur garg a-enep pobl va c'hounnar, evit skrapat, evit preizhata, evit mac'hañ anezho evel fank ar straedoù.


En deiz-se an AOTROU a gastizo arme an nec'h, a zo en nec'h, ha rouaned an douar, a zo war an douar.


Gwalleur d'an hini fall! Gwalleur! Rak dastum a raio gopr e zaouarn.


Diougan diwar-benn loened ar c'hreisteiz. E douar an dristidigezh hag an enkrez, ma teu diouti al leonez hag al leon, an naer-wiber hag an naer loskus o nijal, e tougont war gein ezen o finvidigezhioù ha war dorgenn gañvaled o zeñzorioù, etrezek ur bobl na servijo dezho da netra.


Hervez an oberennoù e vo ar pae: Daskoriñ a raio ar fulor ouzh e enebourien, o gopr ouzh e stourmerien, hag o gopr d'an inizi.


An trouz a zeuio betek penn an douar, rak an AOTROU en deus ur breud a-enep ar broadoù, mont a ra e barnedigezh a-enep pep kig, ar re zrouk a vo roet d'ar c'hleze, eme an AOTROU.


Hag e kastizin anezhi evit deizioù ar Baaloù, pa lakae da vogediñ evito, pa en em fiche gant he lagadennoù hag he c'helc'hennoù, pa'z ae war-lerc'h hec'h amourouzien ha va ankounac'hae, eme an AOTROU.


Selaouit komz an AOTROU, mibien Israel! Rak an AOTROU en deus ur rendael gant tud ar vro, rak n'eus na gwirionez, na truez, nag anaoudegezh Doue er vro.


Hag e vo eus an aberzhour evel eus ar bobl: e gastizañ a rin evit e hentoù, hag e taskorin dezhañ hervez e oberoù.


Pa felle din yac'haat Israel, direizhder Efraim ha drougiezh Samaria a zo en em zispaket. Rak graet o deus faosoni, al laer a zo deuet e-barzh hag ar vandenn he deus skrapet er-maez.


Efraim a zo evel ur goulm sot ha diskiant: gervel a reont an Ejipt, mont a reont da gavout Asiria.


Ne lavaront ket en o c'halon ma em befe soñj eus o holl fallentez. Bremañ o oberoù a c'hronn anezho, dirak va dremm emaint.


Ha dre ma prenont e-touez ar broadoù, ez an bremañ d'o dastum, ha prestik e vihanaint dindan bec'h roue ar pennoù-bras.


En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.


Rak pignet int etrezek Asiria, evel un azen gouez en em zalc'h a-du. Efraim en deus prenet mignoned.


O holl zrougiezh a zo e Gilgal, eno eo em eus kasaet anezho. En abeg da fallentez o oberoù, me o c'haso kuit eus va zi, ne gendalc'hin ken d'o c'harout, o holl bennoù a zo dispac'herien.


En em huduraet int holl, evel da zeizioù Gibea. Soñj en devo eus o direizhder, hag e kastizo o fec'hedoù.


Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Juda, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus taolet kuit lezenn an AOTROU ha n'o deus ket miret e reolennoù, met en em gollet int gant o gevier, o doa kerzhet o zadoù war o lerc'h.


Selaouit, menezioù, prosez an AOTROU, ha c'hwi diazezoù start an douar! Rak an AOTROU en deus ur prosez gant e bobl, hag e fell dezhañ breutaat a-enep Israel.


Rak Mab an den a dle dont e gloar e Dad gant e aeled, ha neuze e roio da bep hini hervez e oberoù.


pa roio en-dro da bep hini hervez e oberoù,


N’en em dromplit ket, ne reer ket goap eus Doue. Ar pezh en devo un den hadet, a vedo ivez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos