ra zeuio an ael en deus va dieubet a bep droug da vennigañ ar vugale-mañ, ra zougint va anv hag anv va zadoù Abraham hag Izaak ha ra kreskint fonnus bras war an douar!
David a respontas da Rekab ha da Vaana e vreur, mibien Rimmon eus Beerod, o lavarout dezho: An AOTROU a zo bev, eñ hag en deus dieubet va ene eus va holl enkrezioù!
D'ar mestr-kaner; salm David, servijer an AOTROU, a lavaras d'an AOTROU komzoù ar ganaouenn-mañ p'en doe an AOTROU dieubet anezhañ eus dorn e holl enebourien hag eus dorn Saül.
o kreñvaat eneoù an diskibien, oc’h aliañ anezho da genderc’hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.
Me a lavaras dezhañ: Aotrou, te a oar. Hag e lavaras din: Bez’ int ar re a zo deuet eus an trubuilh bras, gwalc’het o deus o saeoù ha gwennet anezho e gwad an Oan.
Pennoù ar Filistined a yae er-maez da vrezeliñ, ha bep gwech ma'z aent, David en deveze muioc'h a c'hounid eget holl servijerien Saül, hag e anv a voe brudet bras.