Doue a voe gant ar bugel hag e kreskas. Chom a reas er gouelec'h hag e teuas da vezañ un tenner gwareg.
1 Samuel 10:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha pa c'hoarvezo an arouezioù-se ganit, gra kement a gavo da zorn, rak Doue a zo ganit. |
Doue a voe gant ar bugel hag e kreskas. Chom a reas er gouelec'h hag e teuas da vezañ un tenner gwareg.
mard on bet laouenaet gant va gounid bras ha gant an holl bezh en doa va dorn dastumet,
Hag e c'hoarvezo ma ne gredont ket ennout ha ma ne sentont ket ouzh mouezh ar sin kentañ, e kredint e mouezh ar sin diwezhañ.
Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.
Setu perak an AOTROU e-unan a roio deoc'h ur sin: Setu, ar werc'hez a vo brazez hag a c'hano ur mab, a vo anvet Emmanuel.
Setu, ar werc’hez a vo brazez hag a c’hano ur mab a vo galvet Emanuel, da lavarout eo: Doue ganeomp.
hag o teskiñ dezho mirout kement am eus gourc’hemennet deoc’h. Ha setu, emaon ganeoc’h bemdez betek fin ar bed. Amen.
Kement-mañ a vo ar sin deoc’h: kavout a reot ar bugel bihan mailhuret ha gourvezet en ur c’hraou.
An dud-se, o welout ar mirakl en doa Jezuz graet, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
Pa'z i d'ar brezel a-enep da enebourien, hag e weli kezeg, kirri hag ur bobl niverusoc'h egedout, na'z po ket aon razo, an AOTROU da Zoue a vo ganit, eñ hag en deus graet dit pignat eus bro Ejipt.
Ra vo ho kundu hep pizhoni, bezit laouen gant ar pezh hoc’h eus rak eñ e-unan en deus lavaret: A-dra-sur ne lezin ket ac’hanout ha ne guitain ket ac’hanout.
Den ne zalc'ho dirazout e-pad holl zeizioù da vuhez; me a vo ganit evel ma'z on bet gant Moizez, ne zilaoskin ket ac'hanout, ne zilezin ket ac'hanout.
Ha ne'm eus ket gourc'hemennet dit: En em galoneka ha bez kreñv? Na spont ket ha na'z pez ket aon, rak an AOTROU da Zoue a vo ganit dre holl ma'z i.
Ael an AOTROU en em ziskouezas dezhañ hag a lavaras: An AOTROU a zo ganit, brezelour kadarn!
ha da vintin, pa sav an heol, e savi hag e teui da gouezhañ war gêr; neuze eñ hag ar bobl a zo gantañ a yelo ez enep, ha te a raio dezho evel ma c'helli.
Hag ar pezh a c'hoarvezo gant da zaou vab, Hofni ha Fineaz, a servijo da arouez dit: mervel a raint o-daou d'an hevelep deiz.
ra raio an AOTROU da Jonatan hervez an diwezhañ rustoni! Ha mar plij da'm zad ober droug dit, e roin ivez dit da c'houzout, hag ez lezin da vont, hag ez i e peoc'h, ha ra vo an AOTROU ganit evel m'eo bet gant va zad!
Samuel a greske hag an AOTROU a oa gantañ, ha ne lezas ket da gouezhañ d'an douar hini ebet eus e gomzoù.