Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -


1 Samuel 3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned


Pennad 3

1 Samuel yaouank a servije an AOTROU dirak Eli. Ha komz an AOTROU a oa rouez en deizioù-se, ne oa ket a weledigezh o tont war wel.

2 Hag un deiz e c'hoarvezas kement-mañ: Eli a oa gourvezet en e lec'h, e zaoulagad a oa krog da deñvalaat ha ne c'helle ken gwelout,

3 lamp Doue ne oa ket c'hoazh marv, Samuel a oa gourvezet e templ an AOTROU el lec'h ma oa arc'h an AOTROU ,

4 ha neuze an AOTROU a c'halvas Samuel. Respont a reas: Setu-me amañ!

5 Hag e redas da gavout Eli, hag e lavaras: Setu-me amañ, rak va galvet ec'h eus. Hag e lavaras: Ne'm eus ket da c'halvet, kae da c'hourvez. Hag ez eas da c'hourvez.

6 An AOTROU a c'halvas c'hoazh Samuel, ha Samuel a savas hag a yeas da gavout Eli, hag e lavaras: Setu-me amañ, rak va galvet ec'h eus. Hag e lavaras: Va mab, ne'm eus ket da c'halvet, kae da c'hourvez.

7 Samuel n'anaveze ket c'hoazh an AOTROU , ha komz an AOTROU ne oa ket bet c'hoazh diskuliet dezhañ.

8 An AOTROU a c'halvas c'hoazh Samuel evit an deirvet gwech, ha Samuel a savas hag a yeas da gavout Eli, hag e lavaras: Setu-me amañ, rak va galvet ec'h eus. Eli a gomprenas e c'halve an AOTROU ar bugel.

9 Neuze Eli a lavaras: Kae da c'hourvez, ha mard out galvet, e lavari: Komz, AOTROU , da servijer a selaou. Samuel a yeas eta da gousket en e lec'h.

10 An AOTROU a zeuas hag en em zalc'has eno, hag e c'halvas evel bewech: Samuel, Samuel! Ha Samuel a lavaras: Komz, rak da servijer a selaou.

11 Neuze an AOTROU a lavaras da Samuel: Setu ez an d'ober en Israel un dra na c'hello den klevout hep ma tinto e zivskouarn.

12 En deiz-se e rin a-enep Eli kement am eus lavaret diwar-benn e di, en ur zeraouiñ hag en ur echuiñ.

13 Rak e aliet em eus ez aen da gastizañ e di da viken, en abeg d'an direizhder a anavez, rak e vibien a zo en em lakaet euzhus, hep m'en deus o gourdrouzet.

14 Setu perak em eus touet da di Eli, na vefe biken dic'haouet direizhder ti Eli na dre aberzh na dre zonezon.

15 Samuel a chomas kousket betek ar mintin, hag e tigoras dorojoù ti an AOTROU . Samuel en doa aon da zisklêriañ ar weledigezh da Eli.

16 Met Eli a c'halvas Samuel o lavarout: Samuel, va mab! Respont a reas: Setu-me amañ!

17 Eli a lavaras: Pehini eo ar gomz en deus lavaret dit? N'he c'huzh ket ouzhin mar plij. Ra raio Doue dit hervez an diwezhañ rustoni mar kuzhez ur ger hepken ouzhin eus kement en deus lavaret dit.

18 Samuel eta a zisklêrias dezhañ an holl c'herioù, ha ne guzhas netra outañ. Eli a lavaras: An AOTROU eo, ra raio evel ma kavo mat!

19 Samuel a greske hag an AOTROU a oa gantañ, ha ne lezas ket da gouezhañ d'an douar hini ebet eus e gomzoù.

20 Hag holl Israel, adalek Dan betek Beer-Sheba, a ouie e oa lakaet Samuel da brofed an AOTROU .

21 Hag an AOTROU a gendalc'he d'en em ziskouez e Silo, rak an AOTROU en em ziskulie da Samuel e Silo dre gomz an AOTROU .

Síguenos en:



Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos