Hag an AOTROU a lavaras din: Pa en em zalc'hfe Moizez ha Samuel dirazon, va ene ne vefe ket douget etrezek ar bobl-mañ. Kas anezho kuit a-zirak va dremm, ma'z aint kuit.
Drougiezh 'zo en da loustoni. Pa em eus klasket da c'hlanaat, n'out ket deuet da vezañ glan, ha neuze ne vi ken glanaet eus da loustoni, ken na'm bo sevenet va c'hounnar a-enep dit.
Evel-se e tispartiot mibien Israel diouzh o dic’hlanderioù, evit na varvint ket abalamour d’o dic’hlanderioù en ur saotrañ va zabernakl a zo en o c’hreiz.
Mar pec'h un den a-enep un den all, Doue en barno; met mar pec'h unan bennak a-enep an AOTROU , piv a bedo evitañ? Met ne sentjont ket ouzh mouezh o zad, rak an AOTROU a felle dezhañ o lakaat d'ar marv.