met an hini a fouge, ra fougeo gant kement-mañ: poellek eo, va anavezout a ra, hag e oar ez on an AOTROU, a ra trugarez, barnedigezh ha reizhder war an douar, rak en traoù-se e kavan plijadur, eme an AOTROU.
hag e lavaras dezho: Ha resevet hoc’h eus ar Spered-Santel pa hoc’h eus kredet? Respont a rejont dezhañ: N’hon eus ket klevet zoken e oa ur Spered-Santel.
Pa oan bugel, e komzen evel ur bugel, e komprenen evel ur bugel, e soñjen evel ur bugel, met pa’z on deuet da vezañ un den, em eus echuet gant ar pezh a oa eus ar bugel.
An AOTROU a c'halvas c'hoazh Samuel, ha Samuel a savas hag a yeas da gavout Eli, hag e lavaras: Setu-me amañ, rak va galvet ec'h eus. Hag e lavaras: Va mab, ne'm eus ket da c'halvet, kae da c'hourvez.
An AOTROU a c'halvas c'hoazh Samuel evit an deirvet gwech, ha Samuel a savas hag a yeas da gavout Eli, hag e lavaras: Setu-me amañ, rak va galvet ec'h eus. Eli a gomprenas e c'halve an AOTROU ar bugel.