1 Samuel 3:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned17 Eli a lavaras: Pehini eo ar gomz en deus lavaret dit? N'he c'huzh ket ouzhin mar plij. Ra raio Doue dit hervez an diwezhañ rustoni mar kuzhez ur ger hepken ouzhin eus kement en deus lavaret dit. Ver Capítulo |
Neuze Daniel, hag a oa anvet Beltshazar, a chomas sabatuet e-pad un eur, hag e soñjoù a drubuilhe anezhañ. Ar roue a gomzas o lavarout: Beltshazar, ra ne drubuilho ket an huñvre ac'hanout, nag e zisklêriadenn. Beltshazar a respontas o lavarout: Va aotrou, ra vo an huñvre evit ar re a gasa ac'hanout, hag e zisklêriadenn evit da enebourien!