Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 7:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Natan a lavaras d'ar roue: Kae, gra kement a zo ez kalon, rak an AOTROU a zo ganit.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 7:3
14 Referencias Cruzadas  

Ha setu en noz-se e voe disklêriet komz an AOTROU da Natan o lavarout:


Met an aberzhour Zadok, Benaja mab Jehojada, ar profed Natan, Shimei, Rei ha tud kalonek David, ne voent ket gant Adonija.


Hag e teuas da gavout den Doue war ar menez, hag e krogas en e dreid. Gehazi a dostaas evit he fellaat, met den Doue a lavaras dezhañ: Lez-hi, rak hec'h ene a zo er c'hwervoni, hag an AOTROU en deus kuzhet-se ouzhin, n'en deus ket en disklêriet din.


David a lavaras da Salomon: Va mab, c'hoant am boa me va-unan da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue.


Hag ar roue David a savas war e dreid hag a lavaras: Va breudeur ha va fobl, selaouit-me! C'hoant am boa da sevel un ti diskuizh da arc'h emglev an AOTROU , hag evit skabell treid hon Doue, ha prest e oan d'ober.


Diwar-benn oberoù ar roue David, ken ar re gentañ evel ar re ziwezhañ, setu, emaint skrivet e levr Samuel an diouganer, e levr Natan ar profed, hag e levr Gad ar gwelour,


Hag e lakaas al Levited e ti an AOTROU, gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, hervez gourc'hemenn David, Gad gwelour ar roue, ha Natan ar profed, rak ur gourc'hemenn a-berzh an AOTROU e oa, deuet dre e brofeded.


ra en devo soñj eus da holl brofoù, ha ra gavo mat da loskaberzhoù!  Ehan


Laouena en AOTROU, hag e roio dit goulennoù da galon.


Met an oleviadur hoc’h eus resevet digantañ a chom ennoc’h ha n’hoc’h eus ket ezhomm e kelennfe den ac’hanoc’h. Hag evel ma tesk an oleviadur-se deoc’h pep tra, ma’z eo gwirion ha ma n’eo ket ur gaou, chomit ennañ hervez ma’z eo bet desket deoc’h gantañ.


Ha pa c'hoarvezo an arouezioù-se ganit, gra kement a gavo da zorn, rak Doue a zo ganit.


An hini a zouge e armoù a lavaras dezhañ: Gra kement a zo ez kalon, kae, me a yelo ganit hervez da galon.


Met an AOTROU a lavaras da Samuel: Na laka ket evezh ouzh e zremm nag ouzh uhelder e vent, rak taolet em eus kuit anezhañ. An AOTROU ne wel ket evel ma wel an den. An den a sell ouzh diavaez an dud, met an AOTROU a sell ouzh ar galon.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos